Edward Duyker

Edward Duyker (2014)

Edward Duyker a zo ur skrivagner hag istorour aostralian bet ganet e Melbourne d’an 21 a viz Meurzh 1955. E familh (tu e vamm), hag a oa a orin eus Breizh a zivroas eus Sant-Maloù, Sant-Servan, an Oriant, Brest ha Dol en XVIIIvet kantved.

Edward Duyker an hini eo a savas buhezskrid Marc-Joseph Marion du Fresne, ar Breizhad en doa dizoloet evit ar wech kentañ aodoù Aostralia (e 1772), hag a savas ivez un niver bras a bennadoù buhez-skrid diwar-benn ar Vretoned aet da zizoloiñ bro, evit ar Dictionnaire de Biographie Mauricienne hag an Australian Dictionary of Biography. Kalonekaat a reas gant e holl bouez ar Vretoned da gemer perzh er Menai Celtic Festival, un darvoud sevenadurel e Sydney e 2003 hag e resitas ar bedenn Hon Tad e brezhoneg, a oa bet pourchaset dezhañ an destenn anezhi gant Bernez an Nail, en oferenn geltiek unkumuniek an 29 a viz C’hwevrer 2004. Ezel eus an Australian Academy of the Humanities eo hag eil kelenner en University of Sydney.


Developed by StudentB